Al lontegezh, unan ag ar seizh pec'hed kapital hervez an Iliz katolik, eo ar c'hoant da zebriñ, da evañ, da lonkañ muiañ ma c'haller.
Dizemglev a vez a-wechoù diwar-benn ar ger, ha mesket e vez alies lontegezh ha lipouzerezh.
Dont a ra ar mesk-se eus ar fae a veze graet war plijadurioù ar c'horf gant an Iliz.
A-hend-all, gant kondaonidigezh al lontegezh e veze an Iliz o c'hoari evel diwallerez ar gevredigezh hag an urzh vat, lakaet en arvar gant al lonkerien dreist-holl.